Arzh Aour

Delwennig an Arzh Aour.

An Arzh Aour (Goldener Bär en alamaneg) eo ar gopr-sinema pennañ a vez roet da wellañ film hir Festival etrebroadel ar film Berlin (Internationale Filmfestspiele Berlin) bep bloaz abaoe 1951.

Stumm un arzh — arouez Berlin, kêr-benn Alamagn — he deus an delwennig krouet gant ar gizellerez alaman Renée Sintenis (1888-1965).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy